"Debout tout le monde" : Ur festival e Kraon evit ar justiz, ar peoc'h hag an disarmerezh nukleel
Disul kentañ e vo aozet ur mell devezh divizoù er Fred e Kraon gant ar festival "Debout Tout Le Monde, pour la justice, la paix et le désarmement nucléaire". Ur valeadenn evit ar peoc'h a vo aozet ivez, deus porzh ar Fred betek kreizenn al listri-spluj nukleel, ha da-heul, sonadegoù a-bep-seurt.
Hervé Cadiou a zo ezel eus skol-veur ar peoc'h e Brest, roet 'n eus e soñj dre bellgomz da Gatell Uguen.