en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Gwengolo 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Ne vo ket ken a vrezhoneg e skolaj divyezhek Gwengamp

Ne vo ket ken doc’h an hentenn en brezhoneg e skolaj Prevert evit ar c’hwec’hved ar bloaz-mañ. E-kerz an hañv dija ‘oa bet manifestet gant ar gerent evit ma vefe kendalc’het gant an hentenn memestra, ha neunt bet ar santimant vije renket an afer, ha roet an tu d’ar skolajidi da gaat klasadoù en o yezh. Met ‘benn fin ar gont ne vo ket, ha dilun oant bet oc’h en em vodañ dirag ar skolaj evit lak gwask war ar rektordi. Julien Antoine ‘zo tad ur plac’h en c’hwec’hvet ‘ba’r skolaj, hag emañ o vont da lâr deomp ar pezh ‘zo bet dibaoe.

 

An ekopeuriñ evit kempenn al lanneier

Diorren an ekopeuriñ evit kempenn al lanneier ‘ba Menez Are ! ‘Bar c’harta ‘vo savet gant Park an Arvorig evit al lajad etre 2027 ha 2042 ‘vo roet ur plas bras d’an tamm-se. Daou vloaz ‘zo ‘oa bet distrujet kantadoù a devezhioù arat ‘bar Menez Are ‘gaozen d’un tan bras. Unan eus abegoù ‘noa peget mat an tan ha dalc’het eo peogwir n’eo ket kempennet mat ‘walc’h ken al lanneier hag ar vro. An ekopeuriñ gant saout pe deñved ‘vit derc’hel kempenn al lanneier ? Selaouomp soñj Julien Talec ‘zo saver saout kig ‘ba Brenniliz ‘ba kreiz Menez Are.

 

Kaoz e vo ivez eus :

- ar brezel en Liban

- Lactalis a zastumo 9% nebeutoc'h a laez

- c'hoari video Zelda nevez

- Maer Brest 'zo bet kondaonet evit bezañ kunujennet un den

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio