Kempenn lanneier Menez Are gant an ekopeuriñ!
Diorren an ekopeuriñ evit kempenn al lanneier ‘ba Menez Are ! ‘Bar c’harta ‘vo savet gant Park an Arvorig evit al lajad etre 2027 ha 2042 ‘vo roet ur plas bras d’an tamm se. Daou vloaz ‘zo ‘oa bet distrujet kantadoù a devezhioù arat ‘bar Menez Are ‘gaozen d’un tan bras. Unan eus abegoù ‘noa peget mat an tan ha dalc’het eo puur n’eo ket kempennet mat ‘walc’h ken al lanneier hag ar vro. An ekopeuriñ gant saout pe deñved ‘vit derc’hel kempenn al lanneier ? Selaouomp soñj Julien Talec ‘zo saver saout kig ‘ba Brenniliz ‘ba kreiz Menez Are. Emañ gant Erwan Blanchard.