en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Gwengolo 2024

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

 

Ensavadurioù lec'hel: petra a vez graet gant an arc'hant foran?

Nevez zo e oa lakaet an ensavadurioù lec’hel kaoz e vo kleuziet an toull zo ‘ba kontoù ar Stad. Tamallet eo bet dezho kresket o zispignoù pell re ha dreistholl ‘vit paeañ ar gargidi o deus da gas poltikerezhioù an ensavadurioù lec’hel se ‘pe vefe ar rannvroioù, an departamantoù, ar c’humuniuezhoù-kumunioù hag ar c’hêrioù. Hervez ul lizher a oa bet embannet gant Bruno Lemaire a oa ministr ar budjed e c’hallfe bout gwashet koll ar Stad eus 16 miliard a euroioù gant an ensavadurioù lec’hel… Koulskoude pa vez ur c’holl a 155 miliard a euroioù ar bloaz gant ar Stad e vez kollet 5 ,5 a euroioù gant an ansavadurioù lec’hel… Ne gomprena ket Yannig Robin seurt tagadennoù dreistholl pa oarer e rank an ensavadurioù lec’hel votiñ budjedoù kempouezhet. Emañ gant Erwan Blanchard.

 

Implijout ar brezhoneg gant ar poellgomzerezhioù hezoug hag an urzhiaraerioù !

Setu pal ar gevredigezh An Drouizig a zo he fal kas war raok ar brezhoneg war an teknologiezhioù nevez. E 2003 e oa bet savet met setu ar gevredigezh adlañset ar bloaz-mañ gant raktresoù a bep seurt. Disadorn e oa bet dalc’het emvod meur ar gevredigezh e Reuz, chouk da Roazhon. An digarez evit ar gevredigezh lakaat ar gaoz war ar raktresoù a zo kaset ganti hag a vo embannet ‘benn nebeut... Ar c’hoari video Knight Bar Fight a zeuio maez e penn kentañ miz Here hag e c’hello an nen kavout anezhañ war Steam. Plant.net a zo war android hag IOS hag a vo kavet e brezhoneg ‘benn nebeut ! Setu Gwenn Meynier prezidant ar gevredigezh An Drouizig a zo bet goulennataet gant Anton Burel. 

 

Ar pennadoù-kaoz zo da selaou amañ

 

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- N'eo ket ar brezel en Ukraina ur sujed eus ar re bouezusañ evit Hungaria!

- Prizioù re uhel: stanket eo bet enez Vartinik gant ar vlenierien kirri-samm.

- Genetet anvet minitrez an Deskadurezh: anken zo gant Diwan, Divaskell, Divyezh ha Kelennomp!

- 850 milion a euroioù evit dismantrañ kreizenn nukleel Brenniliz

- 112 000 euro a vo roet gant ensavadurioù lec'hel zo da Diwan

- Bez kampion ar bed war velo eo Aleksandr Leauté 

 

 

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio