en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Serret e vo al lec'hienn "ma deuxième maison"; un trec'h evit an UDB

Serret e vo al lec'hienn "ma deuxième maison"; un trec'h evit an UDB

Lakaet en deus an UDB renerien ar c'hCaisse d'épargne Breizh ha broioù al Liger da blegañ. Burutellañ a rae ar strollad politikel an ti-bank-se evit bezañ digoret ul lec'hienn internet anvet « ma deuxième maison point FR » ; ul lec'hienn a vroude an dud a c'hell en ober da brenañ un eilti. Ouzhpenn 'se e roe al lec'hienn kuzulioù evit tennañ gounit eus ar feurmoù berrbad ivez. Stegnet-tre eo marc'had al lojeiz e Breizh koulskoude, ha kalz bretoned ha bretonezed o deus poan de feurmiñ pe da brenañ un ti kentañ dija. Setu perak e c'houlenne an UDB na vefe serret al lec'hienn « ma deuxième maison ». Disadorn vintin neuze e oa en em vodet un dornad izili eus Unvaniezh Demokratel Breizh dirak Caisse d'épargne Brest evit lakaat gwask war ar bank. Selaouomp tri dioute, Daniel, Paul ha Bernard, o deus roet deomp o santimant.

 

 

Daniel, Paul ha Bernard a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ouzhpenn 7500 den o doa sinet ur sinadeg a-enep d'al lec'hienn « ma deuxième maison » dindan pemzektez. Da heul an tolpadeg disadorn mintin dirak burevioù Caisse d'Epargne Brest e oa deuet Thomas Vassel, unan eus renerien Caisse d'Epargne Breizh ha Broioù al Liger, da eskemm gant ar vanifesterien. Embannet en deus e vefe cheñchet anv al lec'hienn internet « ma deuxième maison » e miz Here hag e vefe troet adalek bremañ war nevesadur energetek al lojeizoù hiniennel hag ar c'henberc'henniezhioù. Un trec'h neuze evit ar strollad politikel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio