en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel



Kouskva nevez evit Diwan Kemper

 

Setu un huñvre deuet da wir ! Ugent vloaz zo e oa Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper o klask ul lec'h padus evit staliañ hunva ar skolajiadezed hag ar skolajidi. Abaoe an distro-skol e c'hell an dud yaouank hag ar skipailh kasourezed ha kasourien a ambroug anezho kousket c'hwek ha dinec'h, nebell eus ar skolaj. Goude un toullad mizvezhioù labour stank eo deuet Ehpad kozh ar Brug e Kemper da vezañ hunva nevez ar skolaj. Ha gwelloc'h c'hoazh, gouestlet e vo ar savadur a-bezh d'ar brezhoneg ! Digwener da noz e oa lid digeriñ ar raktres nevez-se, anvet Kroashent Kerne. Selaouomp da gentañ Erwan ar Berr, rener Skolaj Diwan Kemper.

 

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

 

Serret e vo lec'hienn madeuxièmemaison.fr

 

Lakaet en deus an UDB renerien ar c'hCaisse d'épargne Breizh ha broioù al Liger da blegañ. Burutellañ a rae ar strollad politikel an ti-bank-se evit bezañ digoret ul lec'hienn internet anvet « ma deuxième maison point FR » ; ul lec'hienn a vroude an dud a c'hell en ober da brenañ un eilti. Ouzhpenn'se e roe al lec'hienn kuzulioù evit tennañ gounit eus ar feurmoù berrbad ivez. Stegnet-tre eo marc'had al lojeiz e Breizh koulskoude, ha kalz bretoned ha bretonezed o deus poan de feurmiñ pe da brenañ un ti kentañ dija. Setu perak e c'houlenne an UDB na vefe serret al lec'hienn « ma deuxième maison ». Disadorn vintin neuze e oa en em vodet un dornad izili eus Unvaniezh Demokratel Breizh dirak Caisse d'épargne Brest evit lakaat gwask war ar bank. Selaouomp tri dioute, Daniel, Paul ha Bernard, o deus roet deomp o santimant.

 

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

 

Gallout a rit selaou ar reportajoù AMAÑ 

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Emgannoù etre Liban hag Israel

- Ar brezel e Gaza

- Serret eo bet burev ar media etrebroadel Al Jazeera e Ramallah

- Gouarnamant C'hall nevez

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio