Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz Gwengolo 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Kleub gwellañ Breizh eo Kleub badminton Rostren !
Evit ar bloavezh-mañ e c’hoario ar skipailh en Top 12…. Pignet eo skipailh e live uhelañ zo ‘ba Frañs goude ur bloavezh e National 1 hepken. Un taol kaer eo gwelout ur c’hleub eus Kreiz Breizh oc'h en em gavout e mesk ar re wellañ pa gomzer eus sport… Bihan eo an niver an dud zo o chom er vro met ivez ar budjed a ranker sevel ‘vit gellout kemer perzh en ul live ken uhel… Disadorn ‘vo c’hoarierezed ha c’hoarierien Bad Kleub Rostren war an dachenn en dro evit match kentañ ar bloavezh. Douget eo ar c’hleub gant tud a youl vat entanet, en o zouez Alan Rouz. Hemañ diwezhañ zo gant Erwan Blanchard…
Kentelioù Yoga e brezhoneg
Dont a ra ar sevenadur-se eus broioù pell, met n’eo ket evit-se n’heller ket bevañ anezhi en brezhoneg. Ar yoga ‘zo deuet da vezañ eus ar c’hiz er bloavezhioù tremenet. Kement hag e vo tu heuliañ kentelioù yoga en brezhoneg penn-da-benn, gant ar c’helenner Sebastien Guinier, a vo klevet diouzhtu doc’h mikro Gwenvael Delanoe…
Gallout a rit selaou ar reportajoù AMAÑ
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- 9 den eus an hezbollah a zo marvet den e Liban ha Siria ha 2800 all a zo bet gloazet
- 7 den a zo marvet e Portugal 'blam d'an tanioù bras
- Muioc'h a girri trean a zo e Norvegia eget a girri esañs war hentoù ar vro
- Gallout a rafe gouarnamant Barnier kreskiñ an tailhoù
- Gwallgas a ra ar magourioù low cost prevez ar poupigoù
- Harz-labour a vo e Ehpadoù Penn-ar-Bed warc'hoaz