en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 13 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 13 a viz Gwengolo 2024

Embannet eo an abadenn geleier gant Erwan Blanchard

- Diaes eo an distro gant ar skolioù e brezhoneg 

Hervez Divyezh Breizh ne ra ket an Deskadurezh Stad ar pezh eo sañset d’ober evit d’ar c’henemglev Stad/Rannvro ha d’al Lezenn Molac. Start eo ar jeu en un toullad hentennoù divyezhek publik, abalamour d’un diouer a eurvezhioù pe a gelennerien zo roet gant ar Rektordi. Met ouzhpenn-se zo, evel ma vo displeget deomp diouzhtu gant Remi Toulhouat, ezel eus Divyezh Breizh ha bet-prezidant ar rouedad. Emañ gant Gwenvael Delanoe.

 

- Distro evit adimplijout ar boutailhoù gwer

E 2015 e oa bet kroet ar gevredigezh gant ur strollad produerien sistr ha bier a felle dezho adimplij o boutailhoù e Breizh. Rak ne veze ket graet kement-mañ ken, estreget gant an tavarnioù hag ar pretioù. E 2021 e oa troet ar raktres e stumm ur c'hooperativ, gant sikour ar rannvro hag an Ademe (ajañs gall an treuzkemm ekologel). Uisant Crequer a zo e garg kavout kevelourien nevez evit astenn ar rouedad adimplij boutailhoù. Displegañ a ra deomp perak eo poellekoc'h gwalc'hiñ ar boutailhoù e lec'h teuziñ anezho da sevel reoù nevez. Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.

 

Gallout a reer selaou ar reportajoù amañ

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Gouarnamant Barnier da dont a gaso ur politikerezh eus an tu dehou a c'houlenn "Les Républicains"

- Hanternoz Vietnamm zo bet skubet gant un tourmant

- C'hwec'h implijiad eus an ONU lazhet gant ur vombezadeg gant lu Izrael

- Ret e vo paeañ un aotre elektronek evot mont da Rouantelezh-Unaned da veajiñ

- Skoazell Pobl Sant-Brieg zo o klask sachañ tud a youl vat

- Un tamm sell war ar sportoù

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio