Ketañ emvodoù ar mor hag an arvor e Kiberén.
Ketañ emvodoù ar mor hag an arvor zo bet dalc'het dec'h hag hiziv e Kiberén.
Diàr intrudu rannvro Breizh eo bet savet an daou zevezh eskemm-mañ evit lakaat tud a-bep seurt d'en em anavout ha da genlabourat. Daou gant a dud oa daet, perzh ba kevredigezhoù, strollegezhoù lec'hel pe antreprizioù... Donet a ra da heul ar garta oa bet savet evit gwarantiñ an arvor e 2007. Ur gwir strategiezh e faot d'an dilennidi lakaat e pleustr evit politikerezh ar mor hag an arvor. Hrevez Jean-Paul Guyomarc'h, daet e anv Dour ha Stêrioù Breizh hag ar Ceser, eo bet talvoudus ur seurt devezh. Ni selaouo iwez doc'h Naig Gars, kuzulierez rannvro. Emaint o daou doc'h mikro Yaelle ar Mouel.