Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Gwengolo 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Tiez-kêr ar vro war talbenn ar servijoù yec'hed
Pemp ti-kêr ha hanter kant en Breizh, dreist holl en Treger ha Kreiz Breizh, ‘neunt kemeret un diviz, un « arrêté », da rediañ ar Stad da respont d’an ezhommoù bras ‘zo er vro da geñver ar yec’hed. Peadra da strafuilhañ prefed Aodoù an Arvor, ‘zo bet o sevel ur galv er justis velestradurel, a-benn nullañ an divizoù-se. Setu neuze pemzek maer bet galvet dirag al lezvarn melestradurel dec’h-an-dec’h. Ha dec’h beure, en Louargat, ‘zo bet dalc’het un emvod gant ouzhpenn tregont maer bennak, da rentañ kont eus an divizoù ‘zo bet, ha da choaz ar strategiezh ‘vo lakaet en pleustr gante da heul. Klevet a rit diouzhtu gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag an ‘ni eo, n’eo ket prest ar prefed da selaou ‘pezh ‘neunt da lâr an dilennidi lec’hel…
Ne vo ket a strolladoù live e skolajoù Diwan
Sevel strolladoù klas hervez live skol ar vugale ! Sed aze unan eus an nevezentioù pennañ zo da geñver an distro-skol-mañ. Ur cheñchamant ‘bar mod da aozañ an amzer skol evit ar re zo e 6vet hag e 5vet klas met evit ar galleg hag ar matematik hepken. Sañset e vefe efedusoc’h, hervez minister an Deskadurezh Stad e vo posubl skoazell muioc’h ar skolajidi ‘neunt ul live skol gwann. Met ne vo ket lakaet e plas ar sistem ‘bar skolajoù Diwan. Paskal Chevillard zo ‘ba penn servij an eil derez ‘ba Diwan. Muioc’h a zisplegadennoù ganti…
Da selaou ivez er c'heleier :
- Jean-Christophe Cambadelis kondaonet evit bezañ laeret arc'hant publik
- Grip an evned o tistreiñ e menajoù ar vro
- ur porc’hell-gouez marvet... 'blam d'ar bezhin glas adarre ?
- Ur vedalenn aour gant Alexandre Léauté