Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Gwengolo 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Echu eo ar vakañsoù hañv
Hiziv eo an distro skol ! Daouzek milion a skolidi e Frañs a gemer hent ar skol ar mintin-mañ. Ul lun dreist-ordinal vo evit skolidi ’zo… Dreist-holl evit ar re a dremen d’ur skol d’ar skolaj, pe d’ur skolaj d’ar lise. Armand oa e Skol Diwan Baod betek-hen. E c’hwec'hvet klas e vo ar bloaz-mañ e skolaj-lise Diwan Gwened. Un bazenn bras eo evitañ hag evit e vignoned ! Met ne gendalc'ho ket holl mignoned ar paotrig unnek vloaz gant ar brezhoneg...selaouomp anezhañ.
Un atersadenn gant Yuna Kojan
Festival ar Roue Arzhur
Graet he deus berzh ar gouel : 60 000 a festivalerien ha festivalourezed oa deuet e bro Roazhon evit 3 devezh sonadegoù. A bep seurt stiloù sonerezh disheñvel a zo bet klevet deus Rap Hamza da sonerezh elektro Lost Frequencies met ivez sonerezh pop Mika ha sonadeg diwezhañ Shaka Ponk e Breizh. El leurenn King Dôme e veze klevet sonerezh deus ar vro ivez. Aet e oa Anton Burel da atersiñ Gwenael Kere, kaner er strollad Ramoneurs de Menhirs. Met selaouomp da gentañ Youenn Roue ha Tangi Oillo deus ar strollad Startijenn, kontañ a reont deomp hiroc’h war al leurenn nevez ar C’hing Dom.
Ar reportajoù a zo da selaou amañ
Da selaou ouzhpenn er c'heleier:
- Harz-labour bras avo e Israel hiziv evit bountañ ar gouarnamant da gavout un emglev gant an Hamas
- Harz-labour a vo er Stadoù-Unanet hiziv el letioù
- En em gavet eo an tu dehoù pellañ e penn an dilennadegoù rannvro Alaman e Thuringe
- Bernard Cazeneuve ha Xavier Bertrand a vo klevet gant Macron hiziv
- Kadarnaet he deus an Unesco talvoudegezh an anvioù lec'h brezhonek
- Ur sell war ar sport