Gwellañ deskard Frañs eo Glenn Plusquellec war ar bravigerezh
Hiziv e vo kaoz eus bravigerezh pe bizaouerezh, ur vicher ral. Ur bloaz warn-ugent eo Glenn Pluskelleg hag entanet-tre eo gant e labour. Eus Douarnenez eo an den yaouank ha gounezet en deus nevez 'zo priz gwellañ deskard Frañs war ar bravigerezh. Resevet en deus ur priz gant ti-kêr Douarnenez ar miz tremenet evit e labour. Metig Jakez-Vargas he deus graet anaoudegezh gantañ.
Glenn Pluskelleg, unan eus deskarded gwellañ Frañs war ar bravigerezh, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Sur walc'h e vo lufrus an dazont evitañ neuze ! Ha muioc'h a draoù a vo da zeskiñ gantañ war ar bravigerezh er sizhunioù da zont en o abadenn vintin, heklev an hañv !