Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Eost
Kinniget eo ar c'heleier ar beure mañ gant Erwan Blanchard
Gweladenniñ e brezhoneg kastell ar Roc'h-Ugu e Ploezal
Ul liorzh eus ar re vravañ, ur sell bamus war ur c’hastel kozh a sko war traoñienn an Trev… O komz diwar benn kastell ar Roc’h Ugu, en Treger, evel just. Departamant Aodoù an Arvor a zo perc'henn warnañ. Ha gallout a ra an holl mont da bourmen el lec’h brav meurbet-se. Daoust ma n’eo ket bet skrivet c’hoazh an displegadennoù en brezhoneg war ar skritelloù, evit ar wech kentañ e vo posubl klevout anezhe en brezhoneg, dispaket gant Salome Rouart. Gwenvael Delanoe ‘zo bet o weladenniñ ar c’hastel asambles ganti, en Ploezal, nebell eus Pontrev.
Selaouit ar pennad-kaoz amañ
Ha da selaou er c'heleier:
- 20 000 devezh arat zo aet gant an tan 'ba Gres abaoe disul.
- Evit ober an heg: ministr Surentez diabarzh Izrael o pediñ e leurenn ar moeskeennoù e Jeruzalem.
- Betek 31 derez eo an dour e mor Kreiz-Douarel!
- Moger ar vezh zo bet savet e-tal servij an trummadoù e CHU Brest.
- Kampionad Lig 1 melldroad a gomanso a benn an dibenn sizhun mañ.