Kali Torrdent, levr diwezhaén Loeiza an Duigou
Petra nevez e bed an embann ?
D’ar 16 a viz Gouere ez eus bet dalc’het un abadenn lennegel e Kastellin da vare staj KEAV (Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion). An abadenn aozet gant KEAV a oa anvet Al Levraoueg Veur, un heklev da abadenn Frañs 5 lusket gant Augustin Trapenard. War al leurenn o deus bet tro daou skrivagner ha div skrivagnerez da gaozeal diwar-benn o oberennoù hag al lennegezh vrezhonek dre-vras. Yann Bijer, Goulc’han Kervella, Nolwenn Korbell ha Loeiza an Duigou a oa bet pedet gant KEAV. Loeiza an Duigou justamant a zo o paouez embann ul levr ba ti Al Liamm anvet Kali Torrdent, ur romant evit ar grennarded a gont istor ur vorlaerez, selaouomp ar skrivagnerez diouzhtu …
Setu Loeiza an Duigou a zo bet goulennataet gant Anton Burel, en doa lusket ar gaozeadenn. Tro po da gavout he levr diwezhañ Kali Torrdent ba levrdioù gwellañ ar vro pe war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg, gallout a rit ivez selaou he son-levrioù war lec’hienn Heklev podkast hag eo digoust.