"Kafe installation" : eskemmoù evit mont war ar vicher labourer-douar
"Kafe installation" 'vez graet deus emvodoù eskemm etre tud o tougen ur raktres d'en em staliañ war ar vicher labourer-douar, pe tud nevez-staliet. Digarez 'vez d'en em anavezout, ha da dabutal war-dro da c'houlennoù pe diaesterioù a vez da dalañ outo. En Aodoù An Arvor 'vênt aozet diwar intrudu ar CEDAPA hag "Agriculture paysanne 22". Un toullad mat a aozadurioù all zo war-dro, pe vez confédération paysanne, Accueil paysan, an MRJC, ar CIVAM, liamm an douar hag all. Dec'h da noz 'oa dalc'het ar c'hafe installation e Tremargad e kreiz Breizh, war-dro d'un tem: ober gant sikourioù ar Stad, pe tremen hep evit en em staliañ. Marion Pavec ha Jean Daniel Bourdonnay 'oa o kemer perzh en emvod, pelloc'h ganto, deus mikro Tudual Karluer.