en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel em fenn - Meurzh 25 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 25 a viz Even

Ur goulenn PER Epona a zo bet kaset da brefeti ar Mor Bihan e fin ar blez paset get embregerezh Breizh Ressources. Ar pal a zo gouied ma zo metaloù ral (aour, argant, lithium...) e-dan leur kumunioù Kervignag, Langidig, Nostang hag An Henbont. Kinniget e oa bet ar raktres d'ar maered e miz C'hwevrer, hag e miz Imbril d'ar c'huzulioù-kêr. Muioc'h get Tifenn Siret kuzulierez kêr b'An Henbont, ha Jean-Paul Runigo ezel er gevredigezh Deur ha Sterioù Breizh o chom e Kervigneg. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean & Enora Molac.

Pennad-kaoz ar sizhun: treuskas ar sonerezh er familhoù, get Garvan hag e dad Luis-Jacques Suignard, doc'h mikro Maëlle Ausias ag RKB (eil tamm ar gaozeadenn).

Doérioù Brezhoweb e-pad an hañv, Florent Grouin (karget ag ar produiñ) dre bellgomz.

 

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, Avel em fenn oa kaset dre-eeun get Enora Molac e studio RBG.

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio