Ur stourm enep ur grezein koñvers e Pleuwigner
Ur vanifestadeg vo dimerc’her enep ur greizenn koñvers nevez e Bodevno, e kumun Pluwigner.
Ar gevredigezh Paré a zo bet krouet evit stourm enep ar raktres-mañ... « Terr’Ocean » a vod ur supermac’had, stalioù, ur parking bras… Ar greizenn konvers vo savet war 9 hektar hanter, tost da deg hektar. Ur sinadeg zo bet savet ivez a vod 2500 anv enep ar raktres.
Ur goulenn refeliñ, pe référé, zo bet douget gant avokad ar gevredigezh d’ar justis.
A enep eo kevredigezh Paré evit meur a abeg… Lakaet vo en arvar buhez ar bourk hag ar c’homersanted gant ar greizenn-mañ… Kudennoù ekologel vo ivez hervez Paré, kar un takad glep emañ Bodevno…
Selaoomp Gwendal Kerneis, eus ar gevredigezh.
Un atersadenn get Yuna Kojan.