Keleier ar vro d'ar Merc'her 5 a viz Even 2024
Dilennadegoù Europa hag an enbroadeg
An enbroadeg ha gwirioù an divroidi a zo ur sujed a-bouez bras e Unaniezh Europa. E 2022 oa tost d’ur vilion a c’houlennoù repu, pe droit d’asile, en UE. Met aon neun ar strolladoù a sikour ar repuidi eus an emglevioù nevez a zo etre broioù ‘zo… Da skouer, etre Italia hag Albania, evit dilec’hiañ ar goulennoù repu… Muioc’h a ziplegadennoù gant Kristian ar Meut eus ar gevredigezh Solidarité Exilés Henbont.
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan
Dilennadegoù Europa hag ar prantad kabaliñ evit al listennoù bihan
38 listenn a zo ar bloaz-mañ e Frañs evit an dilennadegoù European. Ar strolladoù politkel brasañ a glasko kaout ar muiañ a sezoù posupl er breujoù european, evel ar Re C'hlas, ar Sokialourien pe c'hoazh Renew. N'eo ket aes avat d'ar strolladoù politikel bihan ober o flas, bezañ anavezet gant an dud ha brudañ o mennozioù. Uisant Crequer a zo o kabaliñ war listenn Nouvelle Donne, er seizhvet renk emañ war alitsenn-se. Goulenn a ra e strollad digant an dud a fell dezho dezho votiñ evite moullañ bep a folenn votiñ er ger en araok da skouer, evit espern arc'hant. N'hallont ket paeañ tud evit mont skritellañ evito er straedoù kennebeud ha n'int ket sur da rastellat ouzhpenn 3% eus ar mouezhioù, a ranket tizhout evit bezañ restaolet eus e frejoù kabaliñ. Displegañ a ra Uisant Crequer peseurt diaesterioù all a sav evit ar strolladoù bihan.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Gallout a rit selaou ar reportajoù amañ
Da selaou ouzhpenn er c'heleier:
- Lid an D-Day e Pluveleg hag e Normandi
- Un harz-tennañ a vo e Palestina ?
- Trec'h Claudia Sheinbaum en dilennadegoù prezidant e Mec'hiko
- Argadenn ar FARC EMC e Kolombia
- Micherourien o stourm e Naval Group e Brest
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel