Ur stal broduerien 'ba Gwenn wazh 'ba Logonna-Daoulaz
Ur stal savet 'vit gwerzhañ produioù peizanted bio 'zo 'ba Logonna-Daoulaz bremañ. Igoret 'oa disadorn tremenet gant un tamm gouel. 'Ba keriadenn Gwazh wenn war an hent etre Daoulaz hag an Ospital eo staliet al lec'h. Ouzhpenn 'vo aozet marc'hadoù ha digoret ur preti gant izili eus ar gevredigezh "Produerien Gwazh Wenn". Selaouomp daou anezho: Andre Moign eus Daoulaz ha Laouig Karet eus Plougastell-Daoulaz. Gant Erwan Blanchard.