Keleier ar vro d'ar Meurzh 4 a viz Even
Ar gevredigezh Pare zo ouzh ar raktres kreizenn genwerzh nevez Pluwigner
Ur vanifestadeg vo warc’hoazh da 6e30 ouzh ur greizenn goñvers nevez zo e Bodevno, e kumun Pluwigner. Ar gevredigezh Paré a zo bet krouet evit stourm enep ar raktres-mañ... « Terr’Ocean » a vod ur supermac’had, stalioù, hag ur parking bras… Ar greizenn gonvers vo savet war dost 20 devezh arat. Ur goulenn refeliñ, pe référé, zo bet douget gant avokad ar gevredigezh dirak ar justis. Meur a abeg a laka ar gevredigezh da stourm eus «Terre Ocean»… Lakaet e vo en arvar buhez ar bourk ha plas ar goñversanted gant ar greizenn-mañ… Kudennoù ekologel a vo ivez hervez Paré, kar un takad glep eo Bodevno…Selaouomp Gwendal Kerneis, ezel eus ar gevredigezh. Emañ gant Yuna Kojan.
"Arall", barzhonegoù gant Iwan Couée
N’eo ket bemdez e vez embannet levrioù barzhoniezh e brezhoneg. Ar bras eus al levrioù a vez embannet e brezhoneg a zo danevelloù, romantoù pe c’hoazh levrioù evit ar vugale. E deroù miz C’hwevrer ez eus bet embannet unan gant Al Liamm memestra hag a zo bet komzet diwar e benn e Roazhon da vare abadenn lenn a-stroll diwezhañ a-raok an hañv. Al levr Arall zo bet skrivet gant Iwan Couée. Ma ‘z eo e levr barzhoniezh kentañ n’eo ket ar wech kentañ dezhañ da embann barzhonegoù. Selaouomp ar skrivagner Iwan Couée diouzhtu ... Emañ gant Anton Burel.
Gallout a rit selaou ar reportajoù amañ
Da selaou ouzhpenn er c'heleier:
- Maered Aodoù-an-Arvor a fell dezho rediañ ar Stad da sevel ur steuñv yec'hed evit an holl.
- Tourmerien sindikel evit derc'hel ospital Karaez digor a zo galvet da gomz e komiserdi Kemper gant ar statud dindan ensell.
- Maered a-du gant ar Gurded zo en danjer bout skarhzet eus o flasoù.
- 12545 den didoenn zo bet skarzhet eus Enez Frañs.
- Stéphane Rossi: ur c'horsad evit gourdoniñ US Konk-Kerne e National.
- Bradley Locko eus Stade Brestois a c'hoario gant Frañs ar JO
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard