Keleier ar vro d'al Lun 3 a viz Even 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier hiziv gant Metig Jakez-Vargas
Cheñchomp ar Vonreizh ! Diwar ar ger-stur-se e oa bet bodadegoù e 50 lec’h disheñvel e Frañs, e-pad an dibenn sizhun.
Daoust d’al lezenn Molag, bet votet e 2021, e talc’h ar Stad da stoc’hañ kement taol-lañs a vez klasket reiñ d’ar yezhoù-bro. Diniver eo ar skoilhoù lakaet war o hent : sinoù diakritek, implij ar yezhoù en ensavadurioù publik pe c’hoazh amzer da zont ar re-se war dachenn an deskadurezh…
Faot a rafe neuze d’ar stroll Pour que vivent nos langues gonit ur surentez lezennel evit ar yezhoù-bro o tegas cheñchamant e lezenn-veur ar Frañs. En Breizh zo meur a gevredigezh o kas an troc’h « evit ma vevo hor yezhoù » : Diwan, Divyezh, Divaskell, Kelennomp ha Kevre Breizh. E daouzek kêr e oa bet manifestet en hom bro dec'hent dec’h Tomaz Laken.
30 vloaz Ti-Embann ar Skolioù
Kazi sur ho peus bet etre ho taouarn - ur wezh da vihanañ ! - unan eus ar 500 oberenn bet embannet gant TES dindan 30 bloavezhiad labour o sevel hag o skignañ dafar pedagogel e brezhoneg !
« Enora, Enora, poent eo mont da gousket bremañ »… Soñj hoc’h eus marteze eus al levr kanaouennoù evit ar vugale bet embannet e miz Meurzh 1994 lakomp !
E Ti ar Vro Sant-Brieg disadorn e oa bet komzet eus istor TES evel-just met un digarez eo bet deiz-ha-bloaz an ti-embann ivez da gas ar preder war-raok asambles gant oberourien an embann e brezhoneg. War forzhik traoù e oa bet lakaet ar gaoz, en o-zouesk ar programm treiñ lennegel douget gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Rannvro Breizh. Met selaouomp da gentañ Delphine ar Bras, renerez TES, a zo stad enni o kas war-raok 7 vloaz zo an erv boulc’het e 1993…
Ha keleier all :
- Gwask a zo war Israel evit lakaat un termen d'ar brezel
- Aet eo ar maout gant Claudia Sheinbaum e dilennadegoù prezidant Mec'hiko dec'h
- Trenket eo ur brezegenn war an tu-dehoù pellañ e Rosporden digwener
- Sport
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.