Keleier ar vro d'ar Yaou 30 aviz Mae 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas
« Evit bevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh ! »… Setu lugan ar vanifestadegoù vo e Breizh 'benn disadorn !
Ar strollad “Evit ma vevo hor yezhoù” a c'halv a dud d'en em vodañ d’ar 1añ a viz Even dirak an holl prefetioù ha isprefetioù e Frañs hag e Breizh. Goulenn a ra groñs an holl strolladoù ha skolioù eus ar c’holektif e vefe cheñchet mennad 2 ar vonreizh… a embann eo : « yezh republik Frañs ar galleg ». 'Blam d’ar mennad-se e oa bet nac’het gant ar c’huzul vonreizhel mennadoù zo deus al lezenn Molac e 2021. Abaoe emañ en arvar rouedadoù an deskadurezh divyezhek pe dre soubidigezh. Selaouomp Sandrine Le Sauce, sekretourez e kuzul merañ Divyezh Breizh ha Céline Blatéron, skolaerez er skolioù divyezhek.
Stourm a-enep mennozhioù an tu-dehoù pellañ
Hiziv vo roet ar gaoz da Anne Koadig, eus ar sindikad Solidaire. He strollad a gemer perzh e « Front Commun 22 ». Ar strollad-se a vod ur bochad sindikadoù, kevredigezhioù ha strolladoù politikel eus Aodoù an Arvor. Savet eo bet an talbenn hollek evit stourm enep feulsterioù hag ideologiezh an tu dehoù pellañ hag evit chom hep laoskel ar plas dezho er straedoù. Ur vanifestadeg enep an tu dehoù pellañ e miz Ebrel e Sant-Brieg he doa bodet tost 2000 a dud. Klevet e vez muioc’h mui prezeg an tu dehoù pellañ er gevredigezh setu e kred ar strolladoù faskour en em ziskouez muioc'h muiañ betek tagañ savadurioù hag izili ar gevredigezh La Serre e Sant-Brieg warlene da skouer... Selaouomp Anne Koadig diouzhtu.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Votet zo bet un destenn gant ar Sened dimeurzh a viro ouzh an dud treuzjener dindan 18 vloaz da dapout hormonoù evit cheñch jener
- Peurechuet eo an tourioù avel war vor e Bae Sant-Brieg
- Paourentez ar studierien.ezed vreizhad
- Plantet zo bet tan evit an trede gwech er gêriadenn c'halian
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.