"Evit bevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh !"
« Evit bevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh ! »… Setu lugan bras ar vanifestadegoù vo savet e Breizh hag e Bro c’hall a-bezh disadorn !
Gant ar strollad evit ma veveo hor yezhoù eo aozet ur luskad bras d’an unan a viz Mae dirak an holl prefetioù ha isprefetioù. Goulenn a ra groñs an holl strolladoù ha skolioù eus ar c’holektif vefe cheñchet mennad 2 ar vonreizh… Ur menand brudet eo : « yezh republik broc’hall eo ar galleg ». A-gaoz d’ar mennad-se oa nac’het gant ar c’huzul vonreizehl mennadoù lezenn Molac e 2021. Abaoe eo en arvar rouedadoù an deskadurezh divyezheg pe dre soubidigezh. Ur stourm bras oe ret ober evit ma vefe er brevet e brezhoneg… Un diouer a blasoù skolaerion divyezheg oa en distro-skol… Meur a gudenn zo hag erru eo poent stourm e Bro C’hall a-bezh hervez ar c’holektif evit goulenn chenchamant ar vonreizh.
Perzh a zo pouezhus evit ar luskad disadorn e vo an unvaniezh… Kar ma vo groet manifestadegoù e Breizh a-bezh vo ivez bodadegoù e Broieù arall ! Divizet eo bet an deiziad-se evit ma vez an holl strollajoù a zifenn ar yezhoù dijabl da stourmañ er straedoù.
Ar manifestadegoù vo dirag an holl prefetioù ha isprefetioù da unneg eur disadorn.
Selaoomp Sandrine Le Sauce, skolaerez e Lann-ar-stêr ha sekretourez e kuzul merañ Divyezh Breizh ha Céline Blatéron, skolaerez ha eus ar rouedad Divyezh a gemeray ar gomz disadorn er vanifestadeg e Redon. Displegañ a ra deomp perak ema bet dibabet an deiziad-sen evit sourmañ.
Atersadennoù get Yuna Kojan.