Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet
Maia Iribarne et Paxkal Irigoyen, sonerien a vro Euskadi o deus sevenet o film hir kentañ, anvet Bañolet. Skignet oe bet dilun e Rostren, dimeurzh e Plougastel Daoulas ha dimerc’her e Treboul. Ur film 50 munut a gont istor bugale ur geriadenn o prientiñ ur gouel evit tremen d'an oad gour. Filmet eo bet e Garazi, e vilajenn Sant Mikel en hanv 2021 gant tud ar geriadenn.
Paxkal Irigoyen a oa e Rostren en dro, gant ur mignon dezhañ, Derv Uhelloù, o chom e Rostren ha bet o chom kalzig e bro Euskadi. Asantet en deus respont d’un nebeut goulennoù gant Derv o treiñ d’an euskareg d’ar brezhoneg.