Keleier ar vro d’ar Yaou 23 a viz Mae 2024
Ar c’heleier a zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan.
Ar c’hirri-nij gant tredan a-us d’hor pennoù ?
Daoust ha gwelet e vo kirri-nij a ya get tredan é vonet hag é tonet a-us d’hor pennoù ? Disadorn tremenet e oe diskouezhet ar « Velis elektro » savet gant Pipistrel Airgraft da geñver an dorioù digor aozet gant aero-kleub Gwipavaz. Ur c’harr-nij bihan eo a c’haller bountañ daou zen ennañ hag an hani kentañ bet sertifiet get Ajans europat surentez an aer. Evit poent n’eo ket an holl dud zo sot gant ar c’hirri-nij a ya get tredan.
Jean-Marie Jacq zo bleneier kirri-nij war e leve ha kelenner en Aérokleub ‘neus roet e soñj da Erwan Blanchard.
Ur studio nevez e Redon get Plum FM !
Ar Radio Plum FM a zo bet choazet aveit bout ac’hantaouet get ar Redadeg ! Roet vo un tamm ag an argant dastumet get ar redadeg d’ar radio staliet e Serent, e kreiz Mor-Bihan. Pal ar radio a zo da skignañ abadennoù e gallaoueg e Redon a-drugarez d’ur studio nevez !
A-houde 2002 vez savet abadennoù e gallaoueg get ar radio staliet e Breizh Uhel. Bremañ eh eus 5 abadenn ha pempzeh kronikenn er yezh, un degad a euriadeù e gallaoueg bep suhun ur seurt ! Plum FM eo ar radio e gallaoueg an hini kentañ er bed ur seurt !
A-drugarez d’ar raktres ac’hantaouet get ar redadeg vo ledanaet takad Plum FM ha dreist-holl plantet ar gallaoueg e divskouarn an dud e Bro Redon… Selaoomp dorthu Nanon a zo e karg ag a brouadur eur programmeù e gallaoueg e Plum FM. Displegañ a ra damp penaos ema bet ganet ar raktres da sevel ur studio newez...
Un atersadenn get Yuna Kojan hag an droidigezh e brezhoneg get Enora Molac.
Selaouit an holl reportajoù AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Anavezet eo Palestinia èl ur Stad
- Bro Kanaki : strolladoù enep ar reform
- Manifestadegoù get an deskadurezh stad
- Un harz labour get ar medial publik