en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Sinet he deus kumuniezh kumunioù ar C'hab ar garta "Ya d'ar brezhoneg"

Sinet he deus kumuniezh kumunioù ar C'hab ar garta "Ya d'ar brezhoneg"

Digwener da noz e oa loc'het an 9vet Redadeg evit ar brezhoneg eus Beg ar Raz e Plougoñ. Ha da geñver an darvoud-se e oa bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant dilennidi Kumuniezh Kumunioù ar C'hab, bodet holl war al leurenn e-pad al lid. E-pad pell e oa chomet ar C'hab war dreñv 'vit pezh a sell eus diorren ar yezh. Selaouomp Armelle Streiff -Le Bozec, eilmarez Ploeneg, Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien ha bezprezidant ar c'humuniezh kumunioù hag André Marchand, eilmaer Plougoñ, darn eus an dilennidi o deus sinet ar garta.

 

 

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Emaoc'h o paouez klevet an ton Keleier Plougoñ e fin an atersadenn, a oa bet kanet a stroll dirak al leurenn e-pad gouel loc'hañ ar Redadeg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio