en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Mae 2024

keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Mae 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Ur vodadeg vras zo rakwelet hiziv e Kemper pa vo goulennataet sekretourien-veur CGT ha CFDT ospital Brest-Karaez er c’homiserdi

200 a dud oa deuet dirak prefeti Kemper dimeurzh tremenet da souten Mathieu Guillemot, mouezh-aotreet difennerien ospital Karaez. Ambrouget e oa bet gant ar bobl betek ar c’homiserdi ma oa sañset da respont da c’houlennoù ar boliserien. Un 10 stourmer bennaket zo galvet betek penn kentañ ar sizhun a zeu d’an archerdi. Tamallet zo dezhe bezañ bac’het tud e ti an ARS ha bezañ bet feuls eno. D’ar 14 a viz Gwengolo warlene o devoa aloubet burevioù Ajañs Rannvro ar Yec’hed e Kemper da c’houlenn-groñs e vije addigoret urjañsoù Karaez noz-ha-deiz. Sindikalourien eo ar pep brasañ eus an dud galvet da vont da di ar polis. En o-zouesk 6 den eus CGT ospital Brest-Karaez ha 3 eus ar CFDT. Jean Pirou, eus CGT Karaez.

 

 

Digwener da noz e oa loc'het an 9vet Redadeg evit ar brezhoneg eus Beg ar Raz e Plougoñ...

Ha da geñver an darvoud-se e oa bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant dilennidi Kumuniezh Kumunioù ar C'hab, bodet holl war al leurenn e-pad al lid. E-pad pell e oa chomet ar C'hab war dreñv 'vit pezh a sell eus diorren ar yezh. Selaouomp Armelle Streiff -Le Bozec, eilmaerez Ploeneg, Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien ha bezprezidant ar c'humuniezh kumunioù hag André Marchand, eilmaer Plougoñ, darn eus an dilennidi o deus sinet ar garta.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier :

- Nac'het he deus Israel sinañ an arsav-brezel dilun a oa bet asantet gant an Hamas

- Erruout a raio ar prezidant Macron e Kanaki hiziv

- E Turkia eo bet Kondaonet al leader kurd Selahttin Demirtas da 42 bloaz toull-bac'h

- Ur pezh moneiz 2 euro a vo roet da bep skoliad pe skoliadez eus ar CP d'ar CM2

- Barnet zo bet tri den eus an tu dehou pellañ e Sant-Brieg ar sizhun dremenet

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio