en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 21 a viz Mae 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 21 a viz Mae 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Bec'h e Kanaky en abeg da gemm ar c'horpuz votiñ

Eizhtez zo eo savet Kanakiz ouzh politikerezh Bro-c’hall en o bro. Petra zo kaoz ? Ar cheñchamant reolennoù evit gellet votiñ en dilennadegoù tiriadel. Votet oa bet ul lezenn gant deputeed Pariz dilun penn sizhun hag a zo da vout kadarnaet gant ar Parlamant. Ur cheñchamant pouezus-kaer hag a lak nec’het mik dizalc’hourien an FLNKS hag ar CCAT, da lâret ar gellig a gas ar stourm war an dachenn. Lakaet e vefe ur fin d’ar sistem votiñ a zo e pleustr abaoe emglevioù Noumea e 1998 evit gwareziñ plas ar bobl kanak en ensavadurioù lec’hel. Skornet eo ar c’horf dilenn pezh he deus c’hoant ar Republik-c’hall da cheñch. Gant ar cheñchamant eo 25 % a dud ouzhpenn ha n’int ket Kanakiz a c’hallfe votiñ. Met ouzhpenn ar cheñchamant bonreizhel-se a vefe kaoz d’an emsavadeg. An diaezamantoù ekonomikel bevet gant Kanakiz a vefe pennkaoz d’an trubuilhoù ivez. Stanket zo ur bern hentoù. Feulsterioù zo bet e Noumea dreist-holl. 500 milion a euroioù a zistrujoù zo bet renablet. Meur a zen zo bet lazhet. Pell zo ne oa ket bet ken stenn an traoù e Kanaky. Matilin Mahe zo o chom e Proviñs an hanternoz eno. Heuliañ a ra an darvoudoù a-dost.

Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Kampionad Breizh Gouren e Gwengamp

130 gourenerez ha gourener oa en em vodet e Gwengamp disul. Kampionad Breizh Gouren oa aozet gant skol Louergad-Gwengamp. Lammoù, kostinoù ha kement zo en deus gellet an nen gwelet war pallennoù ar sal Pierre-Yvon Tremel. Met ne oa ket aet ar maout gant an holl, anat deoc’h… Youenn Moal zo ezel eus skol Pleiber-Krist. Ar paotr yaouank a ugent vloaz zo bet trec’het e gourfenn e rummad gant Hugo Chenavet, bet kampion Europa dija.

Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Kemenn herzel digant ar CIJ a-enep Benjamin Netanyahou

- Marvet eo Ebrahim Raïssi, prezidant an Iran

- Ar Redadeg war an hent bepred !

- 30 vloaz Ajañs Sevenadurel Breizh e Naoned

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio