Mont da Sant-Fregant dre hentoù bale!
Gant an nevez hañv e teu ar c’hoant da vont da foetañ gwenojennoù ! Ur bern kevredigezhioù a zo fiziet enno kempenn anezho d’ar valeerien gellout dizoloiñ maezioù parrezioù o bro. Evit lakaet an hentoù bale propr goude ar gorventenn Ciaran en doa skoet Breizh e miz Du tremenet o deus bet un tamm mat a labour tud a youl vat ar c’hevredigezhioù se. E Sant-Fregant, e kichen Lesneven eo gant « Henchou an holl » e vez kaset al labour merañ an hentoù bale. Hiroc’h e vo klevet gant François Corlosquet zo ezel eus ar gevredigezh se… Emañ gant Erwan Blanchard.