200a dud e straedoù Kemper evit souten difennerien ospital Karaez
Ur wech ouzhpenn o doa manifestet tud Karaez hiziv e Kemper, da heul stourmoù ar mizioù diwezhañ evit saveteiñ o ospital.
Abaoe miz Gouere 2023 eo serret servij trummadoù ospital Karaez etre 6e30 noz ha 8e30 mintin, daoust d'an emglev bet kavet e miz Here. Meur a wech o doa manifestet tud Kreiz Breizh evit ma vefe digoret en-dro an trummadoù noz-deiz. Ha d'ar 14 a viz Gwengolo tremenet o doa darn dioute ac'hubet burevioù an ARS e Kemper, ajañs rannvroael ar yec'hed, e-pad un hanter devezh. Poliserien e-leiz a oa war al lec'h d'an deiz-se hag embannet en doa ar prefed, titouret gante, « ne oa ket bet anv eus tamm feulster ebet » d'an ampoent. Daoust da-se o renerezed an ARS douget klemm da heul an darvoud-se.
'Blamm da se eo bet lakaet Mathieu Guillemot dindan ensell hiziv, ur stourmer eus an NPA a zo e penn komite difenn ospital Karaez. Dek den en holl a zo bet galvet gant ar polis, ha klevet e vint holl en devezhioù o tont. Nav dioute a zo sindikalourien a labour en ospital. Selaouomp da gentañ Goulven ha Telo, daou studier yaouank a oa e mesk an 200 manifester hiziv.
Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Hag ar mintin-mañ e oa deuet Philippe Poutou, mouez-aotreet an NPA, da souten e gamalad Mathieu Guillemot e Kemper. An darn vrasañ eus an dud galvet gant ar polis a zo sindikalourien, dilennidi lec'hel pe dilennidi bet.
Evit komite difenn an ospital eo ar c'halvadennoù-se ur mod da dorfediñ ar stourmerien ha stourmerezed ha sindikalourien ha sindikalourezed a zifenn ar sistem yec'hed publik.
Warc'hoaz ha digwener da 9e eo galvet stourmerien all d'ar c'homiserdi, ha kement all d'an 21, 22, 23, 24 hag 28 a viz Mae o tont, e Kemper. Loc'hañ a raio ur c'harr-boutin deus Karaez bewech da souten anezho dirak prefeti Kemper.