Ur sell àr douarouriezh Berc’hed !
Douarouriezh Bro Berc’hed zo dreist-ordinal…
Berc’hed zo ur gumunn tost eus Pondi hag ar rannvro-se a zo da Dolzennad Arvorig pe massif Armoricain e galleg. Gwechall kozh kozh oa ar mor aze ! Disul oa savet un devezh ispisial savet gant ar gevredigezh « Les cartes blanches ». Komzet neus ar geologour Yves Lagabrielle eus « Douarouriezh Berc’hed : istor kreiz Breizh abaoe 500 milion bloaz ».
Daniel Garrin, anezad Berc’hed, neus heuliet an devezh-se. Displegañ a ra deomp penaos ema pinvidig douar e c’humunn… Da skouer vez kavet Andalousite dreist ordinal…
Bep miz vez savet un abadenn gant « Les cartes Blanches » evit lakaat war wel istor Berc’hed d’an holl.
Un atersadenn get Yuna Kojan.