Lidet eo bet deiz ha blez Pobl Vreizh
60 vlez ‘zo gant strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ar bloaz-mañ…. Met deiz ha blez kazetenn Pobl Vreizh a zo ivez !
Liammet eo ar gazetenn gant ar strollad politikel oa savet e 1964.
Pennadoù-skrid e galleg hag e brezhoneg vez skrivet gant tud’zo a zo a youl vat.
Lakaet vez ar gaoz war an unvaniezh, plas ar yehzoù bro da skouer, met ivez eus an enkadenn ekologel, gwirioù ar maouezed pe eus ar stourmoù sokial.
E Pondi oa lidet deiz ha blez an UDB disadorn. Ur stal oa savet expres-kaer evit kazetenn Pobl Vreizh.
Yuna Kojan zo aet da atersiñ tud’zo a skriv er gazetenn-se, selaoomp da gentañ Tifenn Siret, eus an UDB. Kontañ a ra deomp pegoulz he deus komañset da skrivañ e Pobl Vreizh…
Ur reportaj gant Yuna Kojan.