en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 19 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 19 a viz Ebrel 2024

Kenskoazell etre Kreiz Breizh ha Palestina



Paret eo ar selloù war bandenn Gaza met abaoe miz Here eo stankoc’h ar gwaskerezh war an douaroù hag an dud e Sisjordania okupet ivez. Ouzhpenn 460 a Balestinianed zo bet lazhet eno dindan 6 mizvezh. Ur c’hant bennaket a vugale en o-mesk. Kuit da chom seizet gant ar glac’har o deus tud eus kreiz Breizh divizet sikour peizanted eus Sisjordania da genderc’hel da labourat o douaroù a-benn kas ur stourm habask evit talañ ouzh an drevadennerien. Dre ar greizenn sevenadurel Al-Shmoh e vo rekouret un toullad mat a beizanted da c’honit o bara war-dro da gêriadenn Al-Ma’asara, e kreisteiz Betlehem. Displegadennoù gant Jeannot Flageul ha Mari-Hélène Cosqueric, eus ar gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell. Tud AFPS kreiz Breizh o deus roet dija ur yalc’had brav d’o c’hamaraded eus Palestina.

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

Kanañ e brezhoneg en abadenn The Voice Kids

 

Muioc’h muiañ a vrezhoneg vez klevet e tele an dud ! Soñj ‘peus surwalc’h ar strollad Alvan hag Ahez e 2022 oa war leurenn an Eurovision gant ar gan Fulenn… Youna Le Guen, 14 blez, en deus divizet kanañ e brezhoneg evit dibaboù ar c’henstrivadeg The Voice Kids. Ur c’hasting oa aozet get an abadenn e Plañwour…Hag ar wech kentañ oa evit ar ganourez yaounak da ganañ war ul leurenn ! 

 

Ur pennad-kaoz gant Enora Molac deus Radio Bro-Gwened




Kavit ar reportajoù AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

 

  • Bombezet eo bet Iran, Siria, Irak ha Liban gant Stad Israel
  • Brezel en Ukraina
  • Dalc'h er c'huzul rannvro e Roazhon
  • Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

 

Keleier embannet gant Anton Burel

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio