"Les feux de l'humour" 'ba Plougastell!
"Les Feux de l'humour", ur festival savez 'vit c'hoarziñ 'zo boulc'het abaoe dec'h da noz. 'Ba Plougastell-Daoulaz, sal an Avel-Vor, 'zo degemeret arzourien abaoe pemp bloaz bremañ. Graet evit an holl: abadennoù 'zo 'vit ar vugale 'zo 'ba skolioù 'ba Plougastell hag abadennoù 'ba ti ar re gozh. Ur festival lec'h ma weler arzourien vrudet met pas hepken: selaouomp Dominque Cap, maer 'ba Plougastell, 'noa roet lañs da "Les feux de l'humour". Displegañ 'ra deomp petra eo spered ar gouel.