Klub nijal Kemper : n'eo ket serret an aerborzh !
Dek devezh zo o doa riboulerien ha riboulerezed ar Rave Party ac'hubet leurennoù pradañ aerborzh Kemper evit aozañ ur mell gouel e-pad tri devezh, hep tamm aotre ebet. N'eus ket kalz nijadennoù ken o tibradañ eus an aerborzh-se abaoe ma oa bet serret al linenn Kemper-Orly warlene hag abaoe m'eo digresket skoazelloù ar Rannvro a baee mont-en-dro al lec'h.
Met n'eo ket dilezet an aerborzh penn da benn kennebeut. Nijadennoù buisness a zo, tost unan bemdez. 1200 a dud a zo raktreset ar bloaz-mañ war an nijadennoù-se, da lâret eo etre 3 ha 4 den bemdez. Klub nijal Kemper a implij ar pistennoù ivez. Pemp karr-nij a zo gante, a vez feurmet gant o izili evit mont da nijal. Kentelioù nijal a ginnigont d'an dud ivez. Marin Lhopiteau a zo ezel eus ar c'hlub-nijal. Selaouomp anezhañ.
Serret eo pistennoù pradañ an aerborzh abaoe ar Rave Party a oa bet ar zhun dremenet. Emañ ar servijoù teknikel o adkempenn ar glouedoù ha gouleier torret. Spi a zo gant implijerien an aerborzh hag ar c'hlub nijal gallout implijout al lec'h en-dro adalek disadorn.