Stourm ha gouel gant Diwan Bro-Blijidi !
Dilaosket eo ar raktres skolaj Diwan e savadur ar Genkiz e Perroz-Gireg !
Setu bepred ar pezh a c’haller lenn eizhtez zo e kazetennoù ar vro. Erven Leon, maer ar barrez ha besprezidant Lannuon-Treger-Kumuniezh, en deus lâvaret ne c’hallfe ket ar gumuniezh tolpad-kêrioù skoazell da brenañ ha da adkempenn al lec’h… Tud an departamant o devoa roet da c’houzout arlene ne faote ket dezhe bezañ perzh er raktres ivez. Met n’emañ ket e soñj Kenstroll « Ar Genkiz » da lezel an ti-se a-gostez avat ! A-benn bremañ eo bet embannet gante e vefe aozet un tamm manifestadeg hag ur c’houlzad rozellat arc’hant war an internet.
Hag e kreisteiz Bro-Dreger ivez eo bet dipitet tud Diwan gant disklêriadurioù Erven Leon. Gouez dezhe ne c’hallo ket skolaj Plijidi degemer da virviken holl grennarded Diwan an departamant… Ha mallusoc’h c’hoazh eo stad dirapar an ti-skol eno… Bet eo Tomaz Laken o c’houlenn petra oa o santimant digant Laurent Gall ha Kristof Markier eus kuzul skoazell skolaj Plijidi
Muioc’h evit biskoazh o deus afer tud Plijidi da gaout un tamm sikour neuze ! Gant-se e vo fest-noz gante disadorn e sal ar Forjoù e Boulvriag ! Gant War-sav, Pennoù devet, Bazar Braz, Lusk, Crokonuts Orkestra, Koig mamm ha merc’h hag ivez skolajidi Plijidi evel-just !
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken