Ur vanifestadeg dreist-ordinal get strollad "Stop Thalasso" en Oriant
Ur vanifestadeg dreist-ordinal ‘oe dalc’het e kreiz-kêr an Oriant disadorn… An dud oe gwisket get lunedoù heol, serviedennoù… Ha memes gant maskloù kened ! Posubl oe gwelet kirri gant kibelloù o ruilhal àr ar straedoù ivez !
Dre c’halv ar strollad « Stop Thalasso » oa gwisket ar vanifesterion mod-se evit ober goap doc’h ur raktres thalassoterapiezh en Arvor, e Bro an Oriant.
Ar raktres zo douget gant an embregerezh « Relais Thalasso ».
Ar pal a zo sevel poulloù-neuial hag un ostel bras get ur parking, war parkeier labour-douar.
Ouzhpenn 200 den o deus manifestet neuzen… Dirak daoulagad Chistophe Nikol. Ar paotr 'n eus klevet komz ag ar raktres bras-mañ a laka trouz er vro a-c'houde pell. N’eo ket gwall a du gant an thalasso-se en Arvor. Aod Bro an Oriant a zesacha an embregerezhioù bras er vro…
Hir eo istor ar raktres-mañ… An embregerezh Relais Thalasso en doa douget an aotre da sevel e 2019 evit krouiñ ur greizenn bras tre. Aotreet eo bet ar raktres e 2021 get ti-kêr an Arvor… E-raok bout nac’het get lez-varn melestradurel Roazhon ur blez àr lec’h! Met lez-varn galv Naoned en deus nac’het diviz lez-varn Roazhon… Ha daoust ma oe savet leun a vanifestadegoù, oe aotreet penn da benn ar raktres get ar c’huzul stad, ar blez-mañ. Ne choma ket rekourioù-justis d’ober...Met faot a ra d’ar strollad « Stop Thalasso » kenderc’hel ar stourm ur seurt.
Ur reportaj kaset gant Yuna Kojan.