en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Prest eo skipailh KLT evit degouezh ar Redadeg d'ar 25 a viz Mae

Prest eo skipailh KLT evit degouezh ar Redadeg d'ar 25 a viz Mae

D’ar 25 a viz Mae en em gavo an 9vet Redadeg ‘ba Montroulez ! Ar Redadeg eo ar c’hours a bep eil a ra tro Breizh evit rastellat arc’hant da skoazell Diwan hag ar c'hevredigezhioù a zo o labourat evit ar brezhoneg. Savet eo war batrom ar C’horrika ‘ba bro Euzkadi, ur c’hours a bep eil evit an euzkareg. Abaoe m'eo bet lañset ar Redadeg e 2008 zo bet profet 500 000 euro da rouedad skolioù Diwan ha tost 450 000 euro d’ar c’hevredigezhioù. Ur sapre taol kaer memestra ! Rannet eo ar c’hours dre gilometroù a c’haller prenañ ha galoupat evit dougen ar vazh test zo digoret devezh an degouezh. Enni e kaver un destenn evit ambroug an nen da vont ha da gomz brezhoneg. Loc’hañ ‘raio ar Redadeg eus Plogoñv d’ar 17 a viz Mae hag ez treuzo ar 5 departamant eus Breizh evit en em gavout 'ba Montroulez d'ar 25 a viz Mae. Gant skipailh KLT eo aozet degouezh ar Redadeg. Ur gouel eus an troc'h kentañ e vo kinniget d'ar milieroù a dud a vo war blas. Jo Kalvez zo prezidant KLT. Displegañ a ra deomp eo tem an treuzkas ar brezhoneg a vo lakaet war wel ar bloaz-mañ… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio