en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ouzhpenn 300 a skolidi e Kan ar Bobl Treger-Kerne-Uhel !

Ouzhpenn 300 a skolidi e Kan ar Bobl Treger-Kerne-Uhel !

Kan ar Bobl oa bet e Rostrenn d'ar Gwener 29 a viz Meurzh.

Tost da 330 a skolidi o doa bet an digarez da bignat war al leurenn da ganañ kanaouennoù kozh ha nevez. Abaoe warlene e vez aozet an traoù d’ar Gwener goude kreisteiz, war an amzer-skol, da reiñ an tu d’an holl vugale da gemer perzh. 15 skol oa war ar renk ar bloaz-mañ, eus an teir filierenn : katolik, publik ha Diwan. Bugale skol bublik Bulad-Pistien o doa kanet lakomp… Pennadoù-kaoz gant Gwenael Breton, skolaerez e Bulad-Pistien ha Tesa hag Eliaz, eus skol Diwan Karaez.

 

 

Evit ar c’helc’hiad 1 oa aet ar maout gant skol-vamm bublik Kallag. Gant skol bublik Rostrenn e oa aet evit ar c’helc’hiad 2. Er c’helc’hiad 3 zo bet rampo etre skol bublik Rostrenn ha skol bublik Mur. Er rummad « skol a-bezh » eo gant skol Itron-Varia Rostrenn an hini oa aet an trec’h.

 

Disadorn e oa Kan ar Bobl e-kostez Roazhon ivez. A-benn disul e vo e Menez Are. Ha hennezh a vo an emgav diwezhañ a-raok an abadenn vras e Pondi d’an 20 hag 21 a viz Ebrel. Deus se e vo komzet deoc’h c’hoazh a-benn nebeut e Keleier ar Vro !

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio