en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

 

 

A-hed miz Meurzh e vo skignet seier bara evit brudañ ar c'helenn e brezhoneg

Setu ar mennozh nevez a zo deuet da Mignoned ar Brezhoneg, ar rouedadoù kelenn publik, katolik ha Diwan gant skoazell Ofis Publik ar Brezhoneg evit kehentiñ war an deskadurezh e brezhoneg. 290 000 sac'h bara a zo dasparzhet en holl. 200 000 dioute a vo profet war eeun gant kevredigezhioù kerent ar skolidi divyezhek d'an tiez bara. Muioc'h a ditouroù gant Solenn Goiset eus Mignoned ar brezhoneg.

Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Plijadur ‘vo da gaout e Klegereg disadorn!

Ur sonadeg hag ur fest-noz a vo aozet gant skol vras sonerezh Pondi asambles gant Kerlenn Pondi, Danserien Bro Klegereg ha Ti ar vro Bro Pondi. Selaouomp Eflamm Louis, prezidant ar Gerlenn. Kontañ a ra deomp peseurt mod e krogo an devezh...

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- Roet en deus kentañ ministr Republik Iwerzhon, Leo Varadkar, e zilez dec'h

- Vaughan Gething a zo bet dilennet e penn bro Gembre

- Adalek ar 1añ a viz Ebrel e vo dav d'ar merkoù serviedennoù ha tamponioù embann gant peseurt produoù int bet fardet

- Enklask HF+ Bretagne : emañ atav ar baotred e penn a-raok al leurennoù e Breizh

- Ne vo ket serret aerborzh Kemper penn da benn

- Gallout a rafe an embregerezh da broduiñ maskloù serriñ Klap France serriñ e Aodoù an Arvor

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio