Dec'h e oa galvet ur stourmer ag Ai'ta e ti Polis Roazhon.
Aterset e oa bet da-geñver un oberenn oa bet graet àrlané e Lann ar Ster, ha pa oa en em vodet un ugent a dud evit goloiñ panelloù gwer an hent RN165. N'eo ket ar stourmer ketañ oa bet galvet en afer hag ar pal oa kavout titour a-zivout ar strollad hag an oberenn. An digarez evit Ai'ta da lakaat o stourm evit ar brezhoneg àr-wel ur wezh c'hoazh. Tudwal, ar paotr bet galvet dec'h neus lâret hiroc'h da Yaelle ar Mouel.