en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Etre 20% hag 50% eus an dud o deus poan e-pad o amzerioù

Etre 20% hag 50% eus an dud o deus poan e-pad o amzerioù

Ur bochad tud a zo tapet gant "dysménorrhées" a zo poanioù e-pad an amzerioù. Etre 20 % hag 50 % eus ar boblañs o deus poan, hervez un enklask savet gant an AJOG, kazetenn amerikan war ar gwilioudiñ hag ar jinekologouriezh.

Poan gorf, poan benn, glazoù bras… Meur a boan a zo a c’hell bezañ ur gudenn bras evit ar vuhez pemdeziek. A-wechoù eo liammet ar poanioù-se gant kleñvedoù ’zo evel an endometrioz hag gwechoù all ne vez ket kavet ur respont dezhe.

Selaouomp da gentañ Marie Goyet, a zo tapet he-ivez gant poanioù e-pad hec'h amzerioù, ha Benjamin Franckaert da heul a zo medisin.

 

 

 Ma klaskit ur den arbennikaet e c’hallit mont war lec’hienn endobreizh.com.

 

Atersadennoù savet gant Yuna Kojan

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio