Uheloc'h eo atav goproù ar baotred evit goproù ar plac'hed e Frañs
Un disingalded a c’hoproù a zo c’hoazh etre ar maouezed hag ar baotred.
An INSEE neus savet un enklask war an difoc'hioù-se. An difoc’h a c’hopr etre ar maouezed hag ar baotred a ya war zigresk abaoe ar bleadoù 90… Met chom a ra un diferañs memestra.
Ar maouezed a c’hounez 23,5% nebeutoc’h evit ar baotred en embregerezhioù prevez e 2022, hervez studiadenn an INSEE.
Penaos displegañ an difoc’h-se ? Liammet eo gant an disingalded sokial ha sesksit, Yuna Kojan.