Keleier ar vro d'ar Gwener 8 a viz Meurzh
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Gouestlet zo un tamm mat eus an abadenn da devezh etrevroadell gwirioù ar maouezed hudu d'an 8 a viz Meurzh. Daou bennad diwar-benn an tem se zo da selaou 'ban abadenn.
Izeloc'h eo goproù ar maouezed evit re ar wazed c'hoazh
An INSEE en deus savet un enklask diwar-benn an diferañsoù-se. An diforc’h etre goproù ar maouezed hag re ar baotred a ya da zigreskiñ abaoe ar bleadoù 90… Met memestra e chom un tamm mat a diferañs. Tri warn ugent pik pemp dre gant nebeutoc’h evit ar baotred e vez gounezet gant ar maouezed zo implijet gant embregerezhioù prevez e 2022, hervez studiadenn an INSEE. Penaos displegañ an diforc’h-se ? Liammet eo gant an disingalded sokial ha seksist eme Yuna Kojan.
Poanioù gaozen d'an amzerioù: un diaezamant da lakaat war wel
Ur bochad tud a zo tapet gant dysménorrhées, a zo poanidigezhioù e-pad an amzerioù. Etre 20 % hag 50 % eus ar boblañs o deus poan, hervez un enklask savet gant an AJOG, kazetenn amerikan war ar gwiliouderezh hag ar ginekologouriezh. Poan gorf, poan benn, krampoù bras… Meur a boan a zo hag a c’hell bezañ ur gudenn bras evit ar buhez bemdeiziek. A-wechoù eo liammet gant kleñvedoù’zo, evel an endométriose, hag a-wechoù ne vez ket kavet ur respont d’an boanioù-se. Muioc'h a displegadennoù gant Marie Goyet. Tapet fall eo gant ar boan da boent hec'h amzerioù. War lerc'h eo Benjamin Frankaert zo da glevet. Displegañ a ra deomp pezh eo an endometriose. Ur sujed savet gant Yuna Kojan.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Kenderc'hel a ra Stad Izrael gant he folitikerezh trevadenniñ.
- Astennet eo ar stad urjañs 'ba Haïti
- Un eil maer dilennet 'ba kêr Vrest zo lakaet dindan ensell evit un torfed seksel
- Un tamm sell war ar sportoù: distro eo Cleopatre Darleux gant he skipailh Brest Breizh Hand evit c'hoari ouzh Merignac fenoz da geñver kampionad rummad kentañ mell-dorn.