Ur skoazell ouzhpenn evit deskiñ brezhoneg
Ar steuñv diwezhañ etre ar Stad hag ar rannvro he deus lakaet da bal na vefe 30 000 bugel er c'hlasoù divyezhek pe o teskiñ brezhoneg dre soubidigezh a-benn 2027. Evit tizhout kement a skolidi eo dav kreskiñ an niver a skolaerien ha skolaerezed divyezhek. Ar yalc'had « Desk » a sikour dija an dud o defe c'hoant da vont war-zu ar c'helenn e brezhoneg. Adalek an distro-skol e c'hello ar gelennerien ha kelennerezed bezañ skoazellet muioc'h gant ar rannvro evit deskiñ brezhoneg er stummadurioù hir. Muioc'h a ditouroù gant Yannig Menguy, rener ar greizenn stummañ Mervent.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas
Skeudenn : darn eus stajidi ha stajiadezed Mervent hag o c'helenner