Robert Nicolas, jeobiologour
Ar jeobiologiezh a studia efedoù an endro war ar boudoù-bev met n’eo ket anavezet evel ur skiant. A-wechoù ec’h a an traoù a-dreuz war menajoù zo ha n’eo ket brav gouzout petra zo kaoz. Gant meur a labourer-douar zo bet kavet un diskoulm an deiz ma zo arriet ur jeobiologour en o feurm. Bezañ zo redoù tredan o c’haloupat dre an douar, kalz pe nebeut. Al loened a c’hall bezañ jenet gant ar re-se pe c’hoazh gant ar redoù tredan parazit ma zo ur si bennaket en akipamantoù tredan. Efedoù o deus ivez ar parkoù ha gwagennoù elektromagnetek war al loened. An traoù-se n’int ket bet studiet kalz met gwelet int evel traoù sirius gant lod. Kambr labour-douar Broioù al Liger, memes, a ginnig servijoù ur jeobiologour d’al labourerien-douar.
Robert Nicolas zo bet o labourat an douar. Kemer a ra perzh e Kevredigezh vroadel al loened war orjal (Anast). Goulennet e vez gantañ alies dont war ar menajoù d’eseañ diskoulmañ an traoù. Deomp d’e heul betek peulvan Pergad e Louergad, e Bro-Dreger. Hennezh zo ul lec’h karget a energiezh, a ra da vagetenn kouevr Robert Nicolas fraoñval hec’h unan.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken