E-kreiz ar festival Ar Roue Waroch 2024
Tud oe o tañsal e Pleskop an dibenn-sizhun-mañ ! Ar festivalAr Roue Waroch vez savet bep blez e e fin miz C’hwever, e Bro Gwened. Ur meskaj brav a zo àr leurennoù ar festival, etre strolladoù a Vreizh ha kanourion pe kanourezed ag ar bed a-bezh ! Ar blez-mañ oe pedet Joao Selva da skouer, un arzour a Vro Vrazil.
Evit ar 26vet wech eo aozet Ar Roue Waroch. Ganet eo bet ar festival e 1996… Abaoe eo bet savet ar festival e vez bodet bep blez kalz a dud c’hoazh du-hont. Ha n’eo ket gwall alies vez savet festivalioù e fin ar gouiañv !
Kenstrivadegoù vez aozet ivez, èl Trofe an dansourion, pe kenstrivadeg triad a sonerion da skouer. Ken ar bloaz a za evit 27vet ar festival, e Pleskop.
Ar Roue Waroch a zo ur festival ag ar vro, penn da benn.
Ur reportaj gant Yuna Kojan.