Keleier ar vro d’ar Gwener 01 a viz Meurzh 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier-mañ get Yuna Kojan.
Montroulez a laboura evit ar brezhoneg
A-houde miziadeù emañ Montroulez Kumuniezh o labourat evit diorren plas ar brezhoneg er vuhez foran. Ur brastres yezh tiriadel tolpad-kerioù (pe steuñv adperc'hennañ ar brezoneg) a zo bet lakaet e plas. Teir divizadeg a zo bet : reiñ muioc'h a arc'hant evit ar brezhoneg (un ti braz a zo bet prenet evit KLT - Ti a vro, a deuauy a vezañ Ty ar Brezhoneg), ur c'harget a gefridi yezh ha sevenadur Breizh a zo bet implijet, ha divizet eo bet kreñvaat ar liammoù gant an Ofis Publik ar BZG. Dec'h eo bet sinet ar Garta, live 1. A-houde penn-ketañ ar blead-skol e labour Montroulez Kumuniezh get kevredigezhoù hag annezidi ar vro da sevel ur steuñv da adperc'hennañ ar yezh.
Ha n'eo ket evit ma chomfe arouezel : 30 oberenn zo bet kaset da-benn, en o zouez ur "vademecum" evit an dilennidi, da sikour anezho da lakaat muioc'h a vrezhoneg er vuhez foran.
Gael Roblin, karget a gefridi yezh ha sevenadur Breizh ha Solange Creignou, bez-prezidantez kentañ Montroulez Kumuniezh oe doc’h mikro Pauline Daniel, ag Arvorig FM.
« An dourvarc’h na ouie ket neuial »
« An dourvarc’h na ouie ket neuial ». Setu aze un istoer souezhus a zo deuet er maez e penn kentañ ar blez ! Istoer Peskennig, un dourvarc’h a Vro-Genya ha na oe ket heñvel doc’h an dourvarc’hed arall… Deuet eo an istoer-sen da wir a-drugarez da zaou zen o deus graet anaoudegezh an eil get egile e-skeud ur stummadur hir da zeskiñ brezhoneg. Ijinet eo bet an istoer gant Jakez Segalen àr zigarez ur boelladenn. Eñ ‘noe kinniget d’e stummerez pinvidikaat e skrid get tresadennoù…
Honnezh oe Chloe Garel-Delval.
Un atersadenn get Tomaz Laken.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Ouzhpenn 100 den zo bet lazhet e strizhenn Gaza get soudarded israelan
- Dilennadegoù vo e Bro Iran
- Re a CO2 ZO en aier
- Stourm a ra ur strollad enep klozadur ur skolaj e Aodoù an Arvor
Selaouit amañ ar reportajoù en o bezh.