Votet ho deus 9 kumun ur mellad evit an Ñ
Seizh vloaz zo e oa bet reuz evit ar wech kentañ goude ma vefe bet nac’het an tildenn war an anv Fañch Bernard. E 2024 n’eo ket aet an traoù war-raok siwazh. Ar strollad « Mignoned Fañch » a souten familh Fañch eus an Oriant, a oa bet nac'het e dildenn dezhañ warlene. Klask a rent rastellat skoazelloù ar bolitikourien hag an ensavadurioù lec'hel. Ar sizhun tremenet o deus teir gumun mouezhiet un het evit ma vefe anavezet an dildenn : Rostrenn, Lannuon hag an Oriant. Votet e oa bet dija an hevelep het gant 6 kumun hag ar rannvro. Stephanie Stoll a zo ezel deus ar c’henstroll Mignoned Fañch. Emañ ouzh mikro Anton Burel, asambles gant Etienne, tad Fañch an Oriant.
Etienne tad Fañch an Oriant ha Stephanie Stoll ezel deus ar c’henstroll Mignoned Fañch a oa bet aterset gant Anton Burel. Ha d’ar 15 a viz C’hwevrer e oa bet ampellet an emgav etre Prokulor ar Republik e Anjev ha kerent familh ar Fañchig-se.