en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Labour-douar : saloñsoù en atantoù e plas ar saloñs bras e Pariz

Labour-douar : saloñsoù en atantoù e plas ar saloñs bras e Pariz

'Benn disadorn e krogo Saloñs al labour-douar e Pariz. Gant sindikad ar "C'honfederation paysanne" ez eus bet aozet dorioù digor war tiez-feurm, e pep lec'h e Frañs, anvet « saloñs en atant ». Un doare all d'ober anaoudegezh gant bed al labour-douar ha da zesach dilennidi ar vro en tiez feurm. Ar pal a zo diskouez petra eo al labour war an dachenn ha modoù da broduiñ er maez eus an agro-industriezh. Dec'h eo peizanted ar sistrerezh « l'Apothicaire » hag ar vilin « La Bleud » oa doa diskouezet o atant d'an holl e Kloar-Karnoed. Muioc'h a ditouroù gant Julien Taleg, mouezh aotreet Konfederation ar beizanted e Penn-ar-Bed.

 

 

Klevet ho peus Julien Taleg, mouezh aotreet kenstroll ar beizanted e Penn-ar-Bed, ha Loeiz-Pêr ar C'hras, produer laezh war e leve. Saloñsoù all war an atant a vo e Breizh e-pad an dibenn 'zhun. War feurm ar « Brantardé » e Gwipri e kichen Roazhon etre 10e ha kreisteiz disadorn, hag er feurm « fruit des prés » e Melleg e kichen Felger etre 10e ha 3e gm disadorn ivez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio